Envoyer

1911 - 2011 - 100 vloaz Ofis Sentral Landerne

tiArVro

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz a proposé de Janvier 2011 à Juin 2011 une formation audio-visuelle  en langue bretonne sous la forme de 5 demi-journées. Celle-ci a été assurée par Blaz Bazhvalan / Landerneau.


100 vloaz ofis santral landerne / Kaouenn.net

La formation a permis d’initier les stagiaires sur la recherche documentaire, la  rédaction d’articles, la conduite d’ interviews en langue bretonne, l’utilisation de caméras et enregistreurs audio, la réalisation de montages  vidéo/audio, tout en améliorant ses compétences linguistiques.

Le film réalisé par les stagiaires sera présenté lors du festival  Kann al Loar, le samedi 9 juillet à 18h30 (salle municipale quai du Léon).

1911-2011 : 100 vloaz Ofis Santral Landerne
Stummadur kleveled kinniget gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz kaset en-dro gant Blaz Bazhvalan.

Er bloavezh 2011 eo lidet krouidigezh Ofis Santral Landerne, en deus stummet  buhez hor bro (kooperativoù labour-douar, CMB, MSA…).

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz en deus lañset un enklask war an tem-se, ha war ar memes tro,kinniget stummañ tud  war micherioù an enklask : kas atersadennoù radio ha video da benn, frammañ anezhe dre sevel filmoù, abadennoù radio, pennadoù kazetennerezh hag all ha lakaat an disoc’hoù war wel d’an holl dre ul lec’hienn internet gouestlet a-ratozh d’ar raktres-se.

E kenskoazell gant Ti-kêr Landerne, Kann al Loar ha Klaskerien soñjoù Kuzul-Meur Penn-ar-Bed eo bet renet ar projed stummañ.
Kaset eo bet en-dro gant ar gevredigezh Blaz Bazhvalan, skiant-prenet gante war dachenn an enklask, ar pedagogiezh, ar video hag ar radio.

5 prantad stummañ a zo bet aozet e Landerne d’ar Sadorn d’an abardaezh etre miz Genver ha miz Mae 2011.

Kinniget ‘vo ar film e-pad ar festival Kann Al Loar d’ar sadorn 9 a viz Gouere da 6e30 noz e sal en Ti-kêr, Kae Leon.

Contact :
Cette adresse email est protégée contre les robots des spammeurs, vous devez activer Javascript pour la voir.
Kristian ar Braz : Cette adresse email est protégée contre les robots des spammeurs, vous devez activer Javascript pour la voir.